Lidet e vo 100 vloaz Youenn Gwernig e Skaer
100vet deiz-hab-bloaz Youenn Gwernig a vefe bet lidet ar bloaz m'en defe bevet betek hiziv. Evit reiñ enor dezhañ o deus divizet annezidi Skaer aozañ un dibenn sizhun tro-tro da arzour brudetañ ar gumun. Disadorn e vo skignet teulfilmoù diwar-benn ar skrivagner evit kregiñ ganti : « Gant Youenn Vras » hag « En dro da Youenn ». Gwenn Guyomarc'h, a gemer perzh e aozadur al lid evit skol Divyezh Skaer, a gont hiroc'h deomp war programm ar Sul.
Gwenn Guyomarc'h deus ar gevredigezh Div Yezh Skaer a oa bet aterset gant Marianne Vaidie eus radio Kerne. Ul leurenn digor a vo a-hed an abardevezh disul ha kanañ a raio unan eus merc'hed an arzour.